Istor Sant Riwal Histoire de Saint Rivoal

E-kreiz Menez Are emañ kumun Sant-Riwal, ur vro pinvidik e glad hag e sevenadur. Abaoe pell zo ez eus bet tud o chom war an tiriad-mañ, ha gwelet e vez c’hoazh hiziv an deiz roudoù an dud o deus stummet ar vro a-hed ar c’hantvedoù. Etre glad savet, hengounioù pobl, ar brezhoneg hag ur vuhez kevredigezhel bev, e chom ar sevenadur unan eus diazezoù identelezh ar gumun.

Ur glad kozh e-kreiz Menez Are

Annezet eo bet tiriad Sant-Riwal abaoe an amzerioù koshañ. Peulvan Rokinac’h, a zo war ar gumun, zo unan eus an testenioù koshañ eus bezañs an dud er vro. Evel meur a vaen-sav all e Breizh, e tiskouez bezañs kozh an annezadur er menezioù-mañ hag ar plas pouezus a oa gant al lec’hioù-se evit an dud a veve eno.

Ur plas a-bouez en deus ivez ar glad relijiel e buhez ar vro. Iliz Sant-Riwal, e-kreiz ar bourk, a zegas soñj eus buhez ar barrez hag eus ar vuhez sokial a stumme gwechall ar gumuniezhioù war ar maez.

War an uhel emañ chapel Sant-Mikael, savet war Tuchenn Sant-Mikael, unan eus lec’hioù brudetañ Menez Are. Aleze e weler pell war ar vro, ha bez eo al lec’h-mañ ur merk kreñv er gweledva hag en istor relijiel.

War an tiriad e kaver ivez kalz elfennoù eus ar glad bihan : kroazioù ha kalvarioù, feunteunioù, pontoù gwalc’hiñ, fornioù bara pe c’hoazh tiez-feurm hengounel. An holl draoù-se a ro da c’houzout penaos e oa buhez pemdez tud Menez Are gwechall, ur vuhez liammet ouzh an douar, ouzh al loened hag ouzh an natur.

Memor ar vro hag hengounioù pobl

Betek kreiz an XXvet kantved e oa buhez Sant-Riwal liammet start ouzh al labour-douar hag ouzh lusk ar bloavezhioù. Aozañ ar feurmioù, an doareoù labour-douar a oa bet ijinet evit endro garv Menez Are, al labourioù a-stroll pe c’hoazh ar gouelioù relijiel a oa mareoù pouezus evit ar gumuniezh.

Ar pardon hag ar gouelioù hengounel a veze mareoù bras e buhez ar vro, o vodañ tud eus ar c’hêriadennoù tro-dro. En tu all e kaver ivez a bep seurt kontadennoù ha mojennoù liammet ouzh an tiriad, dreist-holl re ar Yeun Elez, ul lec’h brudet e faltazi ar bobl.

Hiziv c’hoazh e chom bev ar memor-se e Sant-Riwal hag e kendalc’h da vezañ ur vammenn awen evit buhez sevenadurel ar vro.

Ar brezhoneg, yezh ha kalon ar vro

Evel holl vroioù Breizh-Izel, Sant-Riwal zo bet abaoe m’eo aet kuit ar Romaned bro ar brezhoneg. E-pad kantvedoù e oa ar brezhoneg yezh pemdez an dud, yezh ar familhoù hag ar c’hehentiñ etre annezidi.

Ar brezhoneg a ra lod eus glad dizanvezel ar gumun. Kavout a reer anezhañ e toponimiezh ar vro, en anvioù-lec’h hag e memor ar bobl.

Hiziv an deiz e vez kaset war-raok ar brezhoneg dre an deskadurezh divyezhek hag an intruduioù kevredigezhel. Drezo e kendalc’h ar yezh da vevañ hag ar sevenadur da vezañ treuzkaset d’ar rummadoù yaouank.

Ur vuhez kevredigezhel ha sevenadurel bev

Ar sevenadur e Sant-Riwal n’eo ket nemet glad an amzer dremenet : bez’zo ivez ur vuhez kevredigezhel nerzhus ha bev a vod annezidi ha gweladennerien e-pad ar bloaz.

Un toullad darvoudoù a lak buhez ar gumun da fiñval. E-touez anezho emañ Gouel an avaloù, ar mel hag an tokoù-touseg, aozet bep bloaz e miz Here. Ur gouel anavezet eo, a laka war wel produioù ha gouiziegezhioù ar vro.

Gouel ar fars, aozet gant an Amicale Laïque, zo ivez ur mare bras e buhez ar gumun. Eno e vez dalc’het kenstrivadeg fars gwellañ ar C’hornôg a zo milanavezet hag a zegas kalz a dud bep bloaz.

Er gumun e vez aozet ivez fest-noz ar c’harter, bep bloaz en ur gêriadenn disheñvel eus Sant-Riwal. An nozvezhioù-se, gant sonerezh ha dañsoù Breizh, a gemer perzh e treuzkas ur sevenadur pobl bev-mat.

Un identelezh sevenadurel kreñv

Etre glad istor, hengounioù ar maezioù, ar brezhoneg hag ar vuhez sevenadurel an deiza hiziv, Sant-Riwal a ziskouez pinvidigezh glad Menez Are.

An identelezh-se, savet a-hed ar c’hantvedoù, a vez kaset war-raok hiziv gant annezidi ha kevredigezhioù ar vro. Un dra bouezus eo evit spered ha dedennusted ar gumun, hag a zo ul lodenn eus hec’h ene.